Savomp Breizh asambles ! Difennomp Pobl Breizh !

Petra eo stad Breizh hiziv an deiz ?
En arvar emañ sevenadur Breizh, digresket eo bet an niver a vrezhonegerien·ezed ha gallaouegerien·ezed eus an hanter dindan c’hwec’h vloaz, fall eo stad an ospitalioù, kreskiñ a ra an niver a dud gwall lojet ha gwashaat a ra stad an endro. Met ar C’huzul Rannvro hag ar Stad Gall ne reont forzh gant an danvezioù-se ha komz a reont eus adarmañ Breizh, Bro-C’hall hag Europa ! Bevañ a fell deomp, brezel ha gounid a fell dezho !
Taget e vez hor sevenadur, en em anavez un niver bras a Vretoned ganti.
Ne vez ket doujet ouzh ar skolioù Diwan : savet e vez ur savadur ne c’hall ket bezañ implijet gant ar skolidi zoken, evel e Karaez, pe kavet e vez gwelloc’h sevel un ostaleri eget ur skolaj, evel e Perroz Gireg. Ouzhpenn-se e vez lakaet diaes ar c’hevredigezhioù sevenadurel gant ar politikerezhioù ruster hag a lak en arvar miliadoù a labourerien·ezed hag a stourmerien·ezed.
Met n’eo ket echu ! En ur blegenn diaes bras eo an ospitalioù e Breizh a-bezh, da skouer e Redon, Gwengamp ha Karaez. Saotret e vez muioc’h-mui hor stêrioù, hor parkeier hag hon aodoù gant an agro-industriezh hag a zistruj an endro hag ar vuhez. Evit ar pezh a sell ouzh al lojeiz e tiskuilh ar Fondation pour le Logement des Défavorisés en Bretagne « une absence de réponse politique et un durcissement des procédures […] plus favorables aux propriétaires qu’aux locataires ». Ha gwashoc’h c’hoazh eo aozioù bevañ ar maouezed, ar minorelezhioù (jener, relijiel pe arall), ar repuidi… An traoù-se a ya d’ober un hollad kudennoù n’o deus ket c’hoant an tu-dehoù pellañ – n’en deus nemet ar gorvoerezh hag an dizunvaniezh da ginnig – respont dezho.
Krediñ a reomp eo ret liammañ an holl stourmoù e Breizh, pe vefent sevenadurel pe sokial, peogwir e sellont ouzhimp.
Kenderc’hel a rimp da sellout ouzh ar Stad hag ar c’hapitalouriezh o tistrujañ hor sevenadur hag hor fobl ?
Poent eo stourm ha tapout hon emdidermenañ ! Ne c’houlennomp netra muioc’h digant Pariz. Ret eo deomp merañ hon-unan hor sevenadur, hon danvezioù, hon ekonomiezh evit ma vefe dieubet an holl ac’hanomp, eus Brest da gKlison. Poent eo sevel ur galloud politikel e Breizh.
War dro d’an 19 a viz Mae e c’hoarvezh Sant Erwan, devezh gouel Breizh. Fellout a ra deomp adkemer an arouez-se evit lakaat anezhañ da vezañ un arouez disuj evit stourm pobl Breizh.
Gervel a reomp an dud da gemer perzh er vanifestadeg d’ar sadorn 17 a viz Mae, da 2 eur, war ar Mailh Mitterand e Roazhon !
Gervel a reomp an holl gevredigezhioù war dachenn sevenadur Breizh, strolladoù difenn an ospitalioù, strolladoù ekologel, strolladoù a-enep ar gwall lojeiz, hag an holl dud a fell dezho difenn pobl Breizh, da gemer perzh er vanifestadeg.