Dispac'h – Collectif indépendantiste breton

Paouez gant an impalaeriezhioù

8vet Emgavioù etregalaktek
ZAD Kernitron al Lann - Breizh

D’ar 4 betek ar 6 a viz Gouere 2025 e vo dalc'het an 8vet Emgavioù Etregalaktek war ZAD Kernitron al Lann.

Eus ar 4 d’ar 6 a viz Gouere 2025 e vo dalc’het an 8vet Emgavioù Etregalaktek war ZAD Kernitron al Lann.

Eus Palestina da Burkina Faso, eus Kurdistan da zDakota, eus Breizh da gKanaki, emañ an impalaeriezhoù o flastrañ pobloù hag o tistrujañ ar c’hevredigezhioù. Ar c’hapitalouriezh trec’hus hag ar faskouriezh digabestr a zo bremañ evel kevredidi krenn ha krak. Kenderc’hel a ra an impalaeriezhoù ar Stadoù ha reoù ar c’hapital da greskiñ. Hiziv an deiz, pa vefe kaoz eus hon tiriadoù, hon pourvezioù, hon boued, pe c’hoazh eus hon soñjoù, ne chom ket kalz tra dezho da lonkañ ouzhpenn.

Koulskoude, dirak kement-se, ur bern pobloù ha minorelezhioù dre ar bed a zo o stourm, oc’h en em aozañ, hag o herzel ouzh an distruj sokial, ekologel ha sevenadurel degaset gant an emastenn hag an (neo)trevadennerezh.

E Kreisteiz Breizh e vo dalc’hed an darvoud, en Ambazada, evit klask sevel liammoù asambles, dizoloiñ ha deskiñ diwar hor stourmoù, kompren o strategiezhioù ha sevel hon hini. Enebiñ a raimp ouzh o distruj gant hor c’hrouadurioù, ober a raimp war-dro hon tiriadoù, hon tud karet, hor c’hevredigezhioù hag hor buhezioù. Respont a raimp d’o  impalaerezh gant un etrebroadelouriezh oberiant ha kreñv. Enebiñ a raimp ouzh o faskouriezh gant ar c’hengred.

Evel an emgavioù paset e kinnigo an Emgavioù Etregalaktek mareoù eskemm, kejadennoù hag ar galloud da gemer perzh e diorren ar stourmoù a zeu.

Neuze mirit an deiziad ! Diskuliet e vo ar programm klokoc’h a-benn un nebeud sizhunvezhioù.

Titouroù pleustrek

  • War al lec’h: tachennoù-kampiñ mesk-ha-mesk ha kemmesk dibabet, kantin stourm, degemer, kiosk kelaouiñ, tavarn

  • Ur reizhiad treiñ war un dro a vo kinniget evit ar prantadoù e yezhoù liesseurt.
  • Ma fell deoc’h kinnig traoù (atalier, tabut, hag all) e vo kinniget ul lec’h emren : evit merañ gwelloc’h an traoù eo gwelloc’h en em enskrivañ en a-raok en ur ginnig en un nebeud linennoù an obererezh a fell deoc’h kas da benn eno (tem, stumm, eur goulennet, an deiz, dafar ret, …)
  • Evit ma yafe an emvodoù en-dro en un doare reizh e pedomp ac’hanoc’h d’en em enskrivañ ar buanañ ar gwellañ, evit ma c’hallo ar skipailh aozañ kemer e kont an niver a dud a c’hortozer war “galac2025@riseup.net”. Ne vo ket tu deomp degemer ouzhpenn 300 den.
  • Dre ma vez aozet war ur mod emren penn da benn an darvoud, e c’hallit dont da reiñ dorn deomp ma fell deoc’h. Gallout a rit resisaat an dra-se en ur venegiñ ho teiziad degouezh.
Dispac’h, d’ar 26 a viz Meurzh 2025
Scroll to Top