Dispac'h!
Kenstroll eus an tu-kleiz evit Breizh dizalc’h
Piv omp
Fellout a ra da zDispac'h bezañ un doare digor war an emsav breizhek
E 2018 eo bet krouet Dispac’h. Strollañ a ra stourmerien·ezed eus ar pemp departamant ha gant doareoù liesseurt. Anavezet eo bet tro-dro kudenn al lojañ ha kemer a ra perzh e meur a stourm e pep lec’h m’emañ.
Krediñ a reomp ez eus ur bobl vreizhek hag he deus meur a ezhomm hag a zo bet skarzhet gant ur galloud kreizennet gant Paris pe gant dilennidi lec’hel o toujañ ouzh mennozhioù ar strolladoù politikel.
Ouzhpenn bevañ diouzh he yezhoù hag he sevenadur, eo ar bobl-se un douar dizalc’hour mat evit ezteurel goulennoù sokial a bep seurt.
Dizalc'hour
Skoazell a reomp soñj un demokratiezh lec’hel ma vefe tu d’an dud tabutal, kinnig ha votiñ al lezennoù, hag a vefe pleustret gant dilennidi, mandadoù torrus ganto. Ret eo digreskiñ al labour evit ma c’hall an dud ar baourañ kaout amzer hag energiezh evit kemer perzh en tabutoù.
Dispac'hour
Ret eo deomp stourm a-enep korvoiñ ekonomikel hon endro hag an dud, a-enep an aotrouniezh a-bep-mod, a-enep ar gwaskerezh liammet ouzh ar jener, ar ouenn, ar renkad sokial, ar yezhoù hag all.
Etrevroadelour
Difenn a reomp hor yezhoù hag hon identelezhioù en ur vezañ digor ha kengret gant an holl pobloù er bed-a-bezh.
Hor fennadoù
Fest Kala-Goañv
Fest Kala-Goañv Sonadeg souten Berroc’h-berr ha duoc’h-du an deichò ‘wit ar mare… ‘wit lidañ Kala-Goañv hag ar sezon du ‘wel ...
Komzoù manifestadeg “Breizh Asambles”, d’ar sadorn 28 a viz Gwengolo e Naoned
Komzoù manifestadeg “Breizh Asambles”, d’ar sadorn 28 a viz Gwengolo e Naoned Un ugent strollad ha kevredigezh bennak o doa ...
Evit unvaniezh ar broletaerien
Evit unvaniezh ar broletaerien War al linenn stur dispac’hour ha dizalc’hour eo bet savet Dispac’h. Pouezañ ‘reomp kreñv, dre ar ...