Evit unvaniezh ar broletaerien
War al linenn stur dispac’hour ha dizalc’hour eo bet savet Dispac’h. Pouezañ ‘reomp kreñv, dre ar gemennadenn-mañ, e vo kendalc’het ar stourm ganeomp war ar memes linenn.
« Na ruz, na gwenn, loukez hepken »
Strategiezhioù unvaniezh an Emsav a zo diouzh ar c’hiz. Siwazh. N’eo ket na nevez na dibar. Kinniget eo atav gant tud apolitikel an Emsav, awenet gant ul linenn vroadelour, romantel ha romantus. Ar Vretoned a-gevret eo ar pep pouezusañ dezho hag, evit tizhout an unvaniezh, e faot dezho leuskel a-gostez an holl zizemglevioù. Ur brav a istor broadel leun a arouezioù milved a gas anezho da stourm. Dilaosket e vez stourm ar renkadoù ganto, mont a-enep d’ar gevalaouriezh n’eo ket ken a-bouez.
Al linenn « na ruz, na gwenn » n’eo ket disheñvel tamm ebet eus linenn bolitikel Macron « nag a-gleiz, nag a-zehou ». An tu dehou a denn splet eus al linenn-se ATAV : an « unvaniezh sakr» a zo ATAV a-enep d’ar broletaerien. An unvaniezh a c’hortoz ATAV sakrifisoù eus perzh ar brolataerien hep ober netra evito.
Eus an unvaniezh e teu ATAV ur sell war termenadur ar bobl hag a zo skornet, serr, heritet. Ar mennozh-se a zo dañjerus ha ne vimp morse o tostaat ouzh strategiezh an unvaniezh.
Dispac'h !
Engouestlet omp ‘barzh ar stourm dispac’hour. Dleet eo deomp enebiñ ouzh emglevioù etre-renkadoù ha chom sklaer ha stabil. Ne yafe morse war-raok stuzioù bevañ ar brolaterien breton ma tremenfe deus ur Stad kevalaour gall d’ur Stad kevalaour breton. N’hon eus pal boutin ebet gant ar vourc’hizelezh, ma vefe gall pe breton. N’eus azgoulenn ebet boutin etrezomp hag an tu dehou. Ne vo ket marc’hataet gant ar re a zistruj hon en-dro. Ne vo emglev ebet gant ar re a ra gounidoù war hor c’hein. Ne stourmimp ket evit ur raktres broadelour hag a ginnig ur vro serr ha troet nemet ouzh an identelezh.
Un hent dispac’hour eo ‘pezh a ginnigomp. Ne vimp ket evit cheñch livioù ar banniel war an archerdi.
Ne vo ket dieubet ar vro hep an dieubidigezh sokial.
Al linenn bolitikel dispac’hour a zo bet laosket a-gostez dibaoe re bell, poent bras eo kregiñ en-dro ‘barzh ar stourm. Gervel a reomp an holl dud, dispac’hourien ha dispac’hourezed pobl Breizh anezho, d’hor c’haout evit kreñvaat hor stourm.
Unvaniezh sakr ebet, ruz ha du hepken, na gwenn na glas, galv dispac’hour da broletaerien Breizh !