Dispac'h – Collectif indépendantiste breton

Savetomp an hin, bro c’hall kae da sutal! Nann d’ar servij Broadel Hollvedel!

Le SNU obligatoire arrive en Bretagne - Sauvons le climat, pas la France ! Non au service national universel ! Savetomp an hin, bro c’hall kae da sutal! Nann d’ar servij Broadel Hollvedel!

Distro ur seurt koñje soudard nevez (SNU) a zo un dra fall evit an holl.

En em enskrivañ e c’hall bezañ graet bremañ evit an eil dro hag a zo dija tri lec’h evit ober e goñje e Breizh ( Gwennran, Naoned ha Gwened). Bezomp sklaer ha lavaromp petra eo an SNU.

An amzer servij a zo bet dilaosket gant Chirac e 1997 hag evit kemer e blas a zo bet krouet ar JAPD. Kalz skañvoc’h e oa met e oa memestra un devezh evit uhelvrudañ arme c’hall, e fouge broadelour hag e armoù nukleel. An SNU a zo ur gwir giladenn a implij arouezioù kasaus (evel an unwisk, enoriñ an tri liv, ar marseillaise, ar genurzh strizh hag ar sujidigezh..) benn ar fin fouge soudarded a vicher ha broadelourien c’hall. E istor bro Frañs a zo bet hiraet ar c’hoñje nemet pa oa brezelioù o tont evit en em brientiñ.

Evidomp ni eo sklaer an SNU a zo bet savet nemet evit brigadenniñ ar yaouankiz.

Dreist holl e Breizh an SNU a vo ur moein da blantañ menozhioù glas gwenn ha ruz e-barzh pennoù ar re yaouank peogwir eo ar sonjoù dizalc’hour a c’hallfe bezañ kreñvoc’h kreñvañ er bloavezhioù o tont evel pezh a c’hoarvezh bremañ e-barzh meur a vro e Europa. Un doare da drevadenniñ spered an dud o defe c’hoant kaout muioc’h a frankiz. Klasket vo gant stad gall sujañ ar yaouankiz en ur brudañ arouezioù impalerour hag an istor trevadennel. N’eo ket souezhuz pa welomp politikerezh gouarnamant Macron. Soñjit ta pa zo bet rediet staliañ pozioù ar marseillaise hag un tri liv e-barzh pep sal klas.

Ur vezh eo pa welomp e gousto 5 miliard an afer se goude ma ne vije ket arc’hant a-walc’h evit ar servijoù publik evel an ospitalioù pe ar skolioù war ar maezioù.

Perak an SNU ?

Rak ar gevredigezh a-vremañ a zo o treuziñ ur vare diaes eviti hag ar gapitalourien a wel mat ar re yaouank o stourmañ evit an hin, evit an en dro, hag evit un dazont sokial dizeñvel peogwir n’o deus fiziañs ken en ar c’hapitalouriezh.

Ha gwel’ aze. A dra sur eo stourmoù kalz pouezusoc’h evit interest ar renkadoù uhel.

Pa welomp tud yaouank war sav o enoriñ an tri liv en ur ganañ ur ganaouen gouennelour ha lakaet da lipat revr ar republik, penaos chom hep soñjal deus liseidi Mantes-la-Jolie lakaet war an daoulin dindan gwask ar fliked, pe tout ar re skoet ha gloazet e-pad ar manifestadegoù. Gwaskañ ar yaouankiz en ur rediañ anezhe da gerzhout dindan liv ar republik a zo un douare anavezet evit harpañ ar stad vroadelour hag e system kapitalour. Ne ‘hall ket bezañ Ken!

Ma n’eo ket lañset da vat an SNU evit poent rak eo dav deoc’h bezañ youlek c’hoazh, a benn un nebeut bloavezhioù e vo ur redi evit an holl. Mat vefe deomp ni holl vretoned bezañ prest da stourmañ a-enep ar servij broadel se. Prest da stankañ, prest da nac’hañ, sed aze ar respont e dleomp kas d’ar re a glask sujañ ha gwaskañ ac’hanomp.

Ne vimp ket gwerzhet! Bezomp a-enep ar vilouregezh hag a-enep ar gevalaouriezh

Dispac’h, d’an 19 a viz C’hwrevrer 2020
Scroll to Top