Dispac'h – Collectif indépendantiste breton

Tagoù a-enep an eiltiez : ur prosez politikel !

Tags contre les résidences secondaires : un procès politique ! - Tagoû a-enep an eiltiez : ur brosez politikel !
Ur stourmerez eus Dispac’h a zo galvet gant ar justis d’ar merc’her 12 a viz c’hwevrer 2020. Neuze eo galvet ganeomp d’en em vodañ da 12e30 dirak TGI an Oriant ‘benn souten anezhi.

Distro war an darvoudoù

‘Kerzh nozvzezh ar 14 hag ar 15 a viz ebrel 2019 oa bet kinklet en-dro tiez-kêr hag ajañsoù-tiez ba’n Arvor. Bet livet daou sifr : an niver a eiltiez e pep kumun weladennet hag o dregantad ba’r barrez. Un oberenn ha oa ket bet azgoulennet ganeomp met ne c’hellomp nemet aprouiñ he c’hemenad.
 
D’ar yaou 19 a viz gwengolo a oa bet galvet hor c’hamaladez da gomiserdi an Oriant. Goude bezañ bet dalc’het dindan evezh e-pad 7 eurvezh en em gav-hi bezañ galvet d’an » tribunal correctionnel » an Oriant.
 
Tamallet eo dezhi — e gallegaj flour — «dégradation ou détérioration du bien d’autrui aggravée par deux circonstances en l’espèce : en réunion et commise par une personne dissimulant volontairement en tout ou en partie son visage afin de ne pas être identifiée ».

Un teuliad dister ha goullo

Ur prosez politikel eo an hini a zo da zont. Politikel ‘blam da zanvez an oberenn he-unan met ivez peogwir eo an hini daget ur stourmerez bolitikel foran ha brudet. Ouzhpenn se e vez gwelet splann e oa bet kaset a-dreuz tout an enklask gant tud meneget ba’n teuliad ha n’int ket bet aterset ha prouenn ebet a-enep hor c’hamaladez.
 
Ne welomp ba’r prosez-se nemet un taol gwask eus ar justis gant ma vo serret hor begoù ha diwel hon azgoulennoù. En ur glask kondaoniñ unan ac’hanomp eo holl stourmerien Dispac’h a zo klasket tagañ ha lentañ anezhe. Ni a chomo skoaz ouzh skoaz. N’hon eus ket aon rak ar justis c’hall. Homañ n’eo ket na vo morse reizh ‘ba Breizh.

Ha ma vefe barnet ar re gablus ?

Ur stourmerez yaouank eo an hini a zo galvet dirak al lez-varn, ‘blam d’he mennozhioù a-dra-sur. Met ar re gablus zo da glask n’ul lec’h all. Vez ket kavet ar feulster ‘barzh un nebeud livadennoù o c’hervel evezh an dud. Eñ zo kalz brasoc’h ha kalz kreñvoc’h.

Ar feulster-se eo implijoù diasur an ekonomiezh holldouristel ba’n Arvor, ar goañv dilabour, ar goproù re izel ha gwirioù gwallgaset al labourerien. Arvrokerezh ar vourc’hizien eo a zo o vountañ ar re baourañ eus takadennoù c’hoantaet, ar re yaouank dreist holl ! Ar feulster-se eo ivez serriñ tamm ha tamm ar servijoù publik ‘ba kêrioù ha ne vevont a-boan 6 miz ar bloaz, distruj al liammoù sokial etre rummadoù pa vez muioc’h a dud varvet eget reoù ganet n’ur bloaz ‘ba kêrioù ‘giz ar Poulgwenn !

Reizhoc’h vefe barn ar re gablus evit gwir : ar stad c’hall, an arvrokerourien hag ar gendorfedourien dilennet ! Ar re a laosk an traoù da vreinañ evit gounit pe dre vank a youl.

Setu ar c’hemenad a vo douget ganeomp ‘kerzh ar prosez politikel-mañ.

Dispac’h, le d’ar 5 a viz C’hwrevrer 2020
Scroll to Top