Dispac'h – Collectif indépendantiste breton

Jiletennoù melen : Ar roueed a greenn en o ziez

Gilets Jaunes : il est toujours bon de faire trembler les rois Jiletennoù melen : Ar roueed a greenn en o ziez.
Emsav ar Jiletennoù melen n’eus kresket abaoe o manifestadeg kentañ d’ar 17 a viz Du. A drugarez da obererezhioù skoilhañ, ac’huberez, pe manifestadegoù o tostaat deus un taol-dispac’h, emañ ar galloud e penn o krennañ. Ha deus an dra-se e c’hellomp-ni bezañ plijet.

Gant istor an tailhoù eo bet lakaet war well ur c’hounnar don a chome kousket e spered an dud.

Krenaat fonnus al luskad a gas ul lodenn mat deus outo, da glask war lerc’h diskoulmoù dispac’herien.
 
Gortozhidigez Macron hag ar paourkaez restachoù roet gantañ erfin n’eus lakaet an traoù da fonusaat. An arc’hadurioù goulennet a zo bremañ lieseurt hag o kemmañ, o emmdroañ bemdez.Arc’hadurioù o c’houlenn kreñvaat ar polis pe skarzhañ ar repuidi a zo o vont diwar well tamm ha tamm, ar renkad poblek a zilosk o selloù touellet war an disivouderien politikel a bep tu.

Dont a ra en dro an dud da vezañ emskiant deus an diforc’hioù etre pep renkad. Adkavout a reont pelec’h emañ o interest, ha piv zo enepto

En desped da se e chom ur poent a n’eo ket bet komzet deus outañ gant ar jiletennoù melen.

Penaos eo an traoù keñver an darempredoù gant bro-c’hall. Ba luskadoù zo e Breizh hon eus merzet araokadennoù zo war ar yezhoù minorelek, ha memes war ar gwir da zivizout en un doare lerc’hel ha gant ar bobl. Ar jiletennoù melen o deus koulskoude implijet arouezioù ar stad emaint o stourm a enep : ar marseillaise, ar baniell triliv, an allégeance citoyenne. An arouezioù-se a zo ur gwask ag a vir ur spered jakobin, kuit da gas traoù fall d’al luskad.

Koulskoude pa vez gwellet an niver a banielloù breizh pe a banielloù pobladoù all er manisfestadegoù jiletennoù melen e vez santet ur c’hoant dieubidigezh all, disheñvel ouzh an arc’hadurioù skignet gant ar mediaoù.

Al luskad a gomz deus reformoù an ensavadurioù, deus eztitladur ar galloud, deus politikerezh sokial, met ne vez ket klevet kalz komz deus emrenerez an tiriadoù ha deus ar gwir d’ar bobl da zivizout. Ar gwir da zivizout evit adunvaniñ breizh ! Referundumoù all war un emrenerezh posubl pe un dizalc’hidigez memes !

Al luskad a zo merket gant ar c’hoant bezañ emren nac’hañ a reont bezañ renet.

Skiant prenet ar bonnedoù ruz e Breizh neus diskouezet pegen danjerus eo pa vez renerien o tapout ar galloud. Ganto vez degaset riskloù trubarderezh buan tre. Dre ma n’eo ket ul luskat kreizennet war bro c’hall, tiriadoù vel Breizh a c’hell mat tre degas o ac’hadurioù dezho, hag ar gwir da zivizout en tiriad n’eo ket an hini diwezhañ !

Diaes mat eo gouzout penaos e troio al luskad se . Ne vefemp ket souezet o welet n’añ paouez warc’hoaz pe kenderc’hel pad mizioù.

Ma vez dalc’het gant al luskad ne c’hellomp ni nemmet atizañ an dud da zegas o skoazell dizalc’hourien, e Breizh ha pep lerc’h. Chom hep kompren pe kemer perzh d’al luskad se a zo prennañ dorioù evit kompren ac’hadurioù ar bobl.

Galv a reomp da stourmiñ evit an dispac’h e Breizh, mont da sikour el lerc’hioù stanket, d’ar manifestadegoù. Degas ur preder hag ur galv dizalc’hour el luskad !
Galv d’an holl enepfaskourien evit nac’hañ al luskad d’an tu dehou pellañ ha skarzhañ anezho deus ar manifestadegoù giz e Pariz !

Bevet Breizh dieub, bevet an dispac’h !

Dispac’h, d’an 28 a viz Kerzu 2018
Scroll to Top